Tekno

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Kraftwerk war al leurenn e 1976

Ur seurt sonerezh elektronek eo an tekno pe techno, krouet e miz Kerzu 1974 (« Autobahn » gant Kraftwek, lakaet e kenvers e SUA). En em ziorret eo er bloavezhioù 1980 e kêr Detroit, met, evit tud zo, ar diarogad a oa Ar Beatles gant o c'hanaouenn « Tomorrow Never Knows » war o albom Revolver e 1966. Evit tud all eo Pink Floyd gant «On the Run» e 1977. Kazimant an holl dammoù tekno a vez graet e Home-Studio hag a vez adjubennet gant an DJoù e festivalioù brasoc'h-brasañ. An tekno zo ur sonerezh dispar dreist-holl,ur sonerezh evit dañsal. Levezon gentañ ar musik-mañ zo bet an House eus Chicago, an Elektro, ar Wave hag ar Funk. Er bloavezhioù 1990 e teuas berzh kentañ an techno e Detroit.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search